Leporicypraea valentia a zo unan eus ar tri spesad a vez renket er genad Leporicypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a vev er meurvor Habask etre Filipinez hag Melanezia an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Perry e 1811 [2].
Roet eo bet an anv Valentia en enor da Lord Valentia en deus bet ar grogenn gentañ kavet.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Leporicypraea valentia bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Kregin ral an hini eo. Kavet e vezont e kevioù ha frailhoù mogerioù reier etre 15 ha 80 m donder[3].
Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 78 mm ha 94 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 60 mm gour pe ramz, betek 100 mm.
Leporicypraea mappa ha Leporicypraea geographica spesadoù all ar genad.
Lec'h bevañ ar spesad a zo er Meurvor Habask etre ar Filipinez hag ar Melanezia.
Leporicypraea valentia a zo unan eus ar tri spesad a vez renket er genad Leporicypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS. Ur spesad kregin ral a vev er meurvor Habask etre Filipinez hag Melanezia an hini eo.