dcsimg

Turdus grayi ( Breton )

provided by wikipedia BR

Turdus grayi[1] a zo ur spesad golvaneged eus ar c'herentiad Turdidae.
Dibabet e voe da evn broadel[2] — ent-ofisiel d'an 3 a viz Genver 1977 — gant Costa Rica ma vez graet "yigüirro" anezhañ.

Doareoù pennañ

 src=
Turdus grayi, luc'hskeudennet
en Alajuela (Costa Rica).


Boued

Bevañ a ra diwar amprevaned, buzhug, melc'hwed, ha glazarded gwech an amzer ; kemer a ra frouezh a bep seurt ivez[3].

Annez hag isspesadoù

Ar spesad a gaver an nav isspesad[4] anezhañ e Kreiz ha Suamerika, en un takad hag a ya eus Mec'hiko da gKolombia :

  • Turdus grayi casius, eus Costa Rica da walarn Kolombia,
  • T. g. grayi, e kreisteiz-pellañ Mec'hiko ha kornôg Guatemala,
  • T. g. incomptus, e hanternoz Kolombia,
  • T. g. lanyoni, e kreisteiz Mec'hiko, hanternoz Guatemala ha kreisteiz Belize,
  • T. g. linnaei, e kreisteiz Mec'hiko,
  • T. g. megas, eus kornôg Guatemala da Nicaragua,
  • T. g. microrhynchus, e kreiz Mec'hiko,
  • T. g. tamaulipensis, e kreisteiz Texas (kreisteiz Stadoù-Unanet Amerika), biz ha reter Mec'hiko,
  • T. g. yucatanensis, e gevred Mec'hiko ha hanternoz Belize.

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikispecies-logo.svg
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:
license
cc-by-sa-3.0
copyright
Wikipedia authors and editors
original
visit source
partner site
wikipedia BR

Turdus grayi: Brief Summary ( Breton )

provided by wikipedia BR

Turdus grayi a zo ur spesad golvaneged eus ar c'herentiad Turdidae.
Dibabet e voe da evn broadel — ent-ofisiel d'an 3 a viz Genver 1977 — gant Costa Rica ma vez graet "yigüirro" anezhañ.

license
cc-by-sa-3.0
copyright
Wikipedia authors and editors
original
visit source
partner site
wikipedia BR