dcsimg
Image of Devil's Coach Horse
Creatures » » Animal » » Arthropods » » Hexapods » Insects » Winged Insects » » Endopterygotes » Beetles » » Rove Beetles »

Devil's Coach Horse

Ocypus (Ocypus) olens (Müller & O. F. 1764)

C'hwil-krug ( Breton )

provided by wikipedia BR
>

Ar c’hwil-krug (pe Staphylinus olens) zo un amprevan europat bras a gaver stank er vro hag a zo ezel eus kerentiad bras ar Staphylinidae. Degaset eo bet ar spesad da Amerika hag e lodennoù zo eus Aostralazia.

Da gustum e kuzh ar c’hwiled-se dindan ar vein diouzh an deiz. Gwelet e vezont ar muiañ etre miz Ebrel ha miz Here er c’hoadoù, er jardrinoù hag el liorzhoù.

Deskrivadenn

kemmañ ar vammenn
Ur c'hwil-du o tiskouez e wagrennoù

Tizhout a ra korf ar c’hwiled-krug betek 25-28 mm. Berr eo o adeskell ha ne c’holoont nemet o brusk, o lezel rannoù ar c’hof dizolo. Kreñv-kenañ eo kigennoù ar c’hof ha goloet eo hemañ gant pladennoù kalet. Gouest int da nijal met ne reont ket alies gant o eskell. Goloet eo o c’hof gant blevennoù du tanav.

Anavezet-mat int evit o boaz da sevel o c’hof hir ha dizolo en ur zigeriñ o c’harvanoù, un tamm evel ur c’hrug, pa’n em santont en arvar. Daoust ma n’eus flemm ebet ouzh o lost e c’hallont kregiñ en un doare poanius gant o garvanoù kreñv e stumm gevelioù. Teurel a reont ivez ur ur flaer blazus, a-drugarez d’un dourennadur a zeu diouzh ur c’houblad gwagrennoù gwenn e penn o c’hof. En anv skiantel e talv olens kement ha flaerius hag e ra meneg eus an dourennadur-se.

Ur c’hwil-krug o tagañ ur vuzhugenn

Ur preizher eo ar c’hwil-krug ha chaseal a ra diouzh an noz dreist-holl. Debriñ a ra divellkeineged evel buzhug bev, moc'h-koad, pe gagnoù zoken. Tapet e vez ar preizhoù war-bouez ar c'harvanoù, a vez implijet evit troc'hañ, ha gant ar pavioù a-raok a dalvez da vaneañ anezhe. Chaoket ha lonket e vez un tamm eus ar preizh meur a wezh ha dont a ra er-maez goloet gant un dourennadur gell taolet gant lodenn uhelañ ar bouzelloù, betek dont da vezañ ul liñvenn a zo ezmoret. Lezet e vez kroc'hen ar buzhug ha tammoù kalet an artropoded. Kigdebrerien eo a larvennoù ivez, dezho boazioù debriñ heñvel.

Gouennadur

kemmañ ar vammenn
Ul larvenn o tebriñ

Dozvet e vez vioù gant ar parezed adalek 2 pe 3 sizhun goude ar c’houbladur kentañ. Bras (4 mm) ha gwenn int gant ur vandenn teñvaloc'h. Lezet e vezont e unendro gleb : dindan kinvi, mein, bouzellennoù saout pe bernioù delioù, en diskar-amzer. Goude 30 devezh pe war-dro e tiglor al larvennoù gwenn, dezho ur penn a liv gant ar plouz. Bevañ a reont dindan an douar dreist-holl ha debriñ ar memes preizhoù hag ar re vras. Ar memes karvanoù kreñv o deus dija. Pa vezont gourdrouzet en em zalc’hont er memes doare o tigeriñ o c’harvanoù hag o sevel o lost. Tremen a ra al larvennoù dre deir stad kresk. Er stad diwezhañ e vuzuliont eus 20 betek 26 mm hed. War-dro 150 devezh e savont poupennoù. Chom a raint enne e-pad 35 devezh. Dinodiñ a reont en o ment gour gant o livioù diwezhañ, stummet penn-da-benn war-bouez an eskell na c’hallont ket plegañ mat dindan an adeskell e-doug meur a eurvezh. C’hwiled-krug gour a c’hall bevañ dreist un eil goañvezh, lod o c’hoañviñ e douarennoù betek miz Meurzh tra ma talc’h lod all da vezañ oberiant.

Anvadur skiantel

kemmañ ar vammenn

An anvadur latin : Ocypus olens (O. Müller, 1764) a glot gant anvadurioù all a c'haller kavout e levrioù zo hag a zo erru dispredet evel : Goerius macrocephalus Stephens, 1832, Ocypus fulvopilosus Fiori, 1894, Ocypus meridionalis Fiori, 1894, Staphylinus major De Geer, 1774, Staphylinus olens O. F. Müller, 1764, Staphylinus unicolor Herbst, 1784)

Levrlennadur

kemmañ ar vammenn
  • Nield CE. 1976. "Aspects of the biology of Staphylinus olens (Müller), Britain's largest staphylinid beetle", Ecological Entomology, 1: 117-126.
license
cc-by-sa-3.0
copyright
Skrivagnerien ha kempennerien Wikipedia |
original
visit source
partner site
wikipedia BR

C'hwil-krug: Brief Summary ( Breton )

provided by wikipedia BR
>

Ar c’hwil-krug (pe Staphylinus olens) zo un amprevan europat bras a gaver stank er vro hag a zo ezel eus kerentiad bras ar Staphylinidae. Degaset eo bet ar spesad da Amerika hag e lodennoù zo eus Aostralazia.

Da gustum e kuzh ar c’hwiled-se dindan ar vein diouzh an deiz. Gwelet e vezont ar muiañ etre miz Ebrel ha miz Here er c’hoadoù, er jardrinoù hag el liorzhoù.

license
cc-by-sa-3.0
copyright
Skrivagnerien ha kempennerien Wikipedia |
original
visit source
partner site
wikipedia BR