Contradusta walkeri a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Contradusta e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a-walc'h betek ral a-walc'h a vev eus ar Meurvor Indez da Norzh Aostralia, betek Reter Meurvor Habask, an aliesañ etre 5 ha 25 m donder war hag etre korail bev ha dindan mein, pe tostoc'h eus an aod bev e lec'hioù fankeg diouzh an isspesadoù.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Sowerby e 1832 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].
Roet eo bet an anv spesad en enor d'an Ao.Walker, dastumer perc'henn ar grogenn diskrivet.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Contradusta walkeri bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Tri isspesad a zo bet diskrivet :
Kregin brav ha boutin a-walc'h betek ral a-walc'h a vez kavet an aliesañ etre 5 ha 25 m donder war hag etre koural bev ha dindan mein, pe tostoc'h eus an aod bev dindan mein e lec'hioù fankeg diouzh an isspesadoù an hini eo.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 19 mm ha 32 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 12 mm pe ramz, betek 39 mm.
Contradusta bregeriana, Contradusta lapillus, daou spesad gant livioù damheñvel.
Lec'h bevañ ar spesad a zo eus ar Meurvor Indez da Norzh Aostralia, betek Reter Meurvor Habask.
Ur grogenn Contradusta walkeri eus Filipinez, kein
Ur grogenn Contradusta walkeri eus Filipinez, kostez
Ur grogenn Contradusta walkeri eus Filipinez, diaz ha kostez
Ur grogenn Contradusta walkeri eus Filipinez, kostez ha beg
Contradusta walkeri a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Contradusta e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS. Ur spesad kregin boutin a-walc'h betek ral a-walc'h a vev eus ar Meurvor Indez da Norzh Aostralia, betek Reter Meurvor Habask, an aliesañ etre 5 ha 25 m donder war hag etre korail bev ha dindan mein, pe tostoc'h eus an aod bev e lec'hioù fankeg diouzh an isspesadoù.