Pseudozonaria robertsi a zo unan eus ar pevar spesad a vez renket er genad Pseudozonaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a vev e meurvor Habask ar reter etre an aod ha nebeut metroù donder etre Mec'hiko hag Ecuador.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Hidalgo e 1906 dindan an anv genad Cypraea [2].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Pseudozonaria robertsi o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Kregin brav ha boutin eo an Pseudozonaria robertsi. Kavet e vezont etre an aod ha nebeut metroù donder dindan reier.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 21 mm ha 27 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 13 mm gour pe ramz, betek 33 mm.
Pseudozonaria nigropunctata, Pseudozonaria arabicula, Pseudozonaria annettae spesadoù all ar genad, Zonaria zonaria spesad eus Afrika tost e livioù.
Lec'h bevañ ar spesad a zo e Meurvor Habask ar reter war aodoù Norzh-Amerika etre Mec'hiko hag Ecuador evel Pseudozonaria arabicula.
Ar spesad-mañ a zo ul liamm etre spesadoù meurvor Atlantel Zonaria (genad) e-keñver stumm an dent hag ar stumm ha gant spesadoù ar Meurvor Indez Erronea vredenburgi hag Erronea pallida e-keñver an dresadenn hag al livioù.
Pseudozonaria robertsi a zo unan eus ar pevar spesad a vez renket er genad Pseudozonaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS. Ur spesad kregin boutin a vev e meurvor Habask ar reter etre an aod ha nebeut metroù donder etre Mec'hiko hag Ecuador.
Pseudozonaria robertsi is een slakkensoort uit de familie van de Cypraeidae.[1] De wetenschappelijke naam van de soort is voor het eerst geldig gepubliceerd in 1906 door Hidalgo.
Bronnen, noten en/of referenties