dcsimg

Kolokolo ( Breton )

provided by wikipedia BR
lang="br" dir="ltr">

Ar c'holokolo (Leopardus colocolo) a zo ur c'hazh roudennek bihan eus kreiz Suamerika, kavet eus Ecuador betek Chile en Andoù. Nebeut a draoù a anavezer diwar-benn e emzalc'h met krediñ a reer ez eo ur preizher-noz. En em vagañ a rafe gant anevaled bihan.

Muzuliañ a ra etre 50 ha 70 cm ha pouezañ a ra etre 3 ha 5 kg. Liv e vlevad a zo gris pe velen gant roudennoù teñval.

N'eus ket pell e oa bet lakaet daou eus e isspesadoù - kazh ar pampa hag ar pantanal - da spesadoù rik.

license
cc-by-sa-3.0
copyright
Skrivagnerien ha kempennerien Wikipedia |
original
visit source
partner site
wikipedia BR