dcsimg

Sourouc'han boutin ( Breton )

provided by wikipedia BR

Ar sourouc'han boutin (pe logodenn-vor) a zo un evn hirc'harek, Calidris alpina an anv skiantel anezhañ.

Doareoù pennañ

 src=
Ur sourouc'han boutin o c'hoañviñ en aod pleg-mor Florida.
 src=
Sourouc'haned boutin
e reter Breizh-Veur.

E-pad ar goañv e vev ar sourouc'haned boutin e barroù bras. A-wezhioù e weler barroù bras-kenañ el lec'hidegoù pe en traezhennoù. Un niver bras anezhe a c'hall bezañ gwelet o nijal a-gevret en o lec'hioù ehan pa zivroont pe en o zachadoù annez goañv.

Al lapous-se zo unan eus an hirc'hareged boutinañ hag anavet ar gwellañ en e dachadoù gouennañ ha goañviñ, ha douget e vezer da geñveriañ an hirc'harreged all gant ar spesad-se. Gant 17–21 cm hirder ha 32–36 cm digorded evit e zivaskell ez eo heñvel o ment ouzh hini an dridi, met un tamm brasoc'h, gant ur pigos tev.

Mont a ra an evned-se hed-ha-hed an aodoù lec'hidek a blij dezhe ar gwellañ gant ur fiñv "mekanik da wriat" arouezius pa vouetaont, o tastum tammoù boued en un doare urzhiek.

Boued

Amprevaned a ya d'ober an darn vrasañ eus o zinell pa vezont en tachadoù ma neizhiont. Debriñ a reont blodeged, preñved ha krestenneged en aodoù.

Annez

Bevañ a ra al labous e broioù polel hag isarktikel[1].

Rummatadur

Diouzh an evnoniourien e vez renket ar sourouc'han boutin en urzhiad Charadriiformes pe Ciconiiformes.

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveennoù

license
cc-by-sa-3.0
copyright
Wikipedia authors and editors
original
visit source
partner site
wikipedia BR

Sourouc'han boutin: Brief Summary ( Breton )

provided by wikipedia BR

Ar sourouc'han boutin (pe logodenn-vor) a zo un evn hirc'harek, Calidris alpina an anv skiantel anezhañ.

license
cc-by-sa-3.0
copyright
Wikipedia authors and editors
original
visit source
partner site
wikipedia BR