An ibiz sakr[1] (liester : ibized sakr)[2],[3] a zo ur spesad evned hirc'harek, Threskiornis aethiopicus an anv skiantel anezhañ.
Threskiornis aethiopicus. Ystad 2015.
Penn Threskiornis aethiopicus
Vioù Threskiornis aethiopicus
Bevañ a ra diwar amprevaned, bronneged bihan, evned bihanoc'h, pesked a bep seurt, raned ha stlejviled. Turiellat en douar a c'hall ivez, war-bouez e bigos hir, da dapout buzhug.
Kavout a reer ar spesad en Afrika issahara hag Irak[4].
En Egipt e veve gwechall ivez ; azeulet e veze eno, ha balzameget alies evit aroueziañ an doue Tot.
An ibiz sakr (liester : ibized sakr), a zo ur spesad evned hirc'harek, Threskiornis aethiopicus an anv skiantel anezhañ.