Ar maleo(Daveoù a vank) a zo ur spesad evned, Macrocephalon maleo an anv skiantel anezhañ.
Ar spesad nemetañ eo er genad[1] Macrocephalon.
En arvar emañ da vont da get abalamour ma tigresk e diriad ha gwarezet eo gant gouarnamant Indonezia.
Neizhañ a ra ar maleo war an douar, pe en traezh tommet gant an heol pe er c'hondon tanveneziek ma vez andonioù dour berv. Kleuziañ a ra un toull, dozviñ un û ennañ pa vez dereat an tommder ha goleiñ anezhañ gant traezh. Ar plog nevez-digloret a rank ober e hent war-zu ar gorre ha kavout e voued en e-unan.
Bevañ a ra diwar vlotviled, c'hwiled, divellkeineged bihan, frouezh, greun, had, merien ha merien-gwenn.
Kavout a reer ar spesad en inizi Bangka, Butung, Lembeh ha Sulawesi (Indonezia)[2].
Ar maleo(Daveoù a vank) a zo ur spesad evned, Macrocephalon maleo an anv skiantel anezhañ.
Ar spesad nemetañ eo er genad Macrocephalon.
En arvar emañ da vont da get abalamour ma tigresk e diriad ha gwarezet eo gant gouarnamant Indonezia.