dcsimg

Kaouenn vihan ( Breton )

provided by wikipedia BR

Ar Gaouenn vihan[1] a zo un evn-preizh, Athene noctua an anv skiantel anezhañ.

Doareoù pennañ

Daoust dezhi bezañ ul labous-preizh noz e c'hell bezañ gwelet ar gaouenn vihan e-pad an deiz memes tra. Bihan eo ar gaouenn vihan, bihanoc'h evit ur pichon. Kavet e vez anezhi e Bro-C'hall a-bezh. E Breizh e seblant bezañ niverusoc'h e Breizh-Uhel evit e Breizh-Izel.

Biologiezh

E Breizh e vev e bro ar c'hleuzioù e-lec'h ma vez parkeier, girzhier, bodennoù gwez, murioù, tarrodoù (war an aod). N'eo ket labous ar c'hoadoù. Plijout a ra dezhi an tachennoù «digor». Chom a ra er memes lec'h a-hed ar bloaz. N'eo ket ul labous divroañ.

Boued

Debriñ a ra amprevaned, logod hag ur wech an amzer labousedigoù, batrasianed ha loened-stlej.

Annez

Un toull en ur wezenn pe en ur savadur (un ti pe ur voger) he deus ezhomm a-benn neizhiañ.

Emdroadur

Abaoe fin an Eil Brezel-bed (1945) eo cheñchet kalz doareoù al labour-douar : distrujet ar c'hleuzioù hag ar berjezioù kozh, implijet louzoù da lazhañ amprevaned. Da lâret eo nebeutoc'h a voued hag a lec'hioù da neizhiañ. Ouzhpenn-se e vez muioc'h-mui a otoioù. Kalzik anezho a vez lazhet war an hentoù. Gant France-Telecom zo bet savet peulioù goullo staliet an tammig pep lec'h. Klask a ra ar gaouenn mont e-barzh a-benn neizhiañ ha ne zeu ket a-benn da vont kuit.

Gwareziñ

Un tammig pep lec'h en Europa e vez strolladoù tud o klask diskoulmoù evit sikour al labous bihan-se da vevañ. Sevel lochoù koad da neizhiañ a zo unan eus an doareoù d'e sikour.

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

  1. Hor Yezh, niv. 203-204, p. 33, Gwengolo-Kerzu 1995).



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

license
cc-by-sa-3.0
copyright
Wikipedia authors and editors
original
visit source
partner site
wikipedia BR

Kaouenn vihan: Brief Summary ( Breton )

provided by wikipedia BR

Ar Gaouenn vihan a zo un evn-preizh, Athene noctua an anv skiantel anezhañ.

license
cc-by-sa-3.0
copyright
Wikipedia authors and editors
original
visit source
partner site
wikipedia BR