Ar moustiked zo amprevaned eus kerentiad ar Culicidae.
Bez o deus kerniel hir ha fin, eskell gant skantennoù, ar barezed o deus korzennoù-beg hir ha reut doare flemmañ-sunañ. Hiziv-an-deiz 3543 spesad moustiked a zo, renket e 111 rann hag a vez kavet dre ar bed holl. Kalz nebeutoc'h anezho a flemm Mab-Den.
Ar moustiked o deus ur gefridi da geñver an ekoreizhiadoù mes dreist-holl da geñver treuzkas ar c'hleñvedoù-red etrezek Mab-den pe al loened. Kement-mañ ouzhpenn d'ar flemmadennoù kasaus, bez ez int ar strollad treuzkaserien gwasañ kleñvedoù etrezek Mab-den[1], evel kleñved ar paludoù[2]
Kavet e vezont dre an holl douaroù diveuz (met ket en Antatika), kement er c'hoadeier, er c'hêrioù pe er savanenn. A-bep ma vez ur gorread dour dous pe dour hal (gorread bihan pe berrbad). 65 spesad disheñvel a zo bet daveet er Frañs kevandirel.
Sturierien int da 3 strollad kontammerien kleñvedus evit Mab-Den: Plasmodium, dre orjalennoù hag arbovirus lies anezho.
Treuzkas a reont dreist-holl ar c'hleñvedoù:
Dre ar riskloù degaset gant ar re moustik e vez savet kartennoù evit kelaouiñ an dud e pelec'h e vezont kavet. Evit tachenn an unvaniezh europat e vezo kavet war lec'hienn an European Centre for Disease Prevention and Control[3]
En ur welet ar riskloù kleñvedoù-red o tont war wel ha war wasaat dre hanterenn ar bedeladur, e vez savet aliesoc'h-aliesañ ergerzhadegoù a-enep ar moustik evit klask izelaat an niver anezho[4].
Evit talañ ouzh ar moustik e vez 2 doare d'ober:
Ar moustiked zo amprevaned eus kerentiad ar Culicidae.
Bez o deus kerniel hir ha fin, eskell gant skantennoù, ar barezed o deus korzennoù-beg hir ha reut doare flemmañ-sunañ. Hiziv-an-deiz 3543 spesad moustiked a zo, renket e 111 rann hag a vez kavet dre ar bed holl. Kalz nebeutoc'h anezho a flemm Mab-Den.
Ar moustiked o deus ur gefridi da geñver an ekoreizhiadoù mes dreist-holl da geñver treuzkas ar c'hleñvedoù-red etrezek Mab-den pe al loened. Kement-mañ ouzhpenn d'ar flemmadennoù kasaus, bez ez int ar strollad treuzkaserien gwasañ kleñvedoù etrezek Mab-den, evel kleñved ar paludoù